Diougan Gwenc’hlan

Merci au contributeur : Elise B

À propos :

La prophétie de Gwenc’hlan, le vieux barde aveugle

Il voit le porc sortant du bois, vieux et usé, et le « cheval de mer » qui arrive sur le rivage, d’un blanc étincelant

L’aigle appelle ses petits pour le festin ; le cormoran dévore les yeux rouges, le renard, un coeur aussi fourbe que le sien ; quant au 

crapaud, il attend prčs de la bouche le moment oů l’âme sortira

Partager ce chant :

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Paroles :

Diougan Gwenc’hlan

( La prophétie de Gwenc’hlan )

Pa guzh an heol, pa goeńv ar mor

Me ‘oar kanań war dreuz ma dor

Pa oan yaouank me a gane

Pa ‘z on deut kozh, me ‘gan ivez.

Me ‘gan en noz, me ‘gan en deiz

Ha me keuziet bras koulskoude.

Mard eo ganin stouet ma beg,

Mar ‘m eus keuz n’eo ket hep abeg

Evit aon me n’em eus ket,

‘M eus ket aon da vout lazhet;

Evit aon me n’em eus ket,

Amzer a-walc’h ez on-me bet

Pan n’ vin ket klasket ‘vin kavet;

Met pa’z on klasket ned on ket

Ne vern petra a c’hoarvezo

Pezh a zo dleet a vezo

Ret eo d’an holl mervel teir gwezh

Kent evit arsav en diwezh

Me ‘wel an hoc’h ‘tont eus ar c’hoad,

Hag eń gwall-gamm, gwallet e droad,

E veg digor ha leun a wad

Hag e reun louedet gant an oad

Hag o soroc’hal war e dro

Gant an naon e voc’higoů

Me ‘wel ar morvac’h ‘c’h enep-tont

Ken e kren an aod gant ar spont;

Hag eń ken gwenn hag an erc’h kann

‘Zo en e benn kerniel arc’hant

An dour dindanań o virviń

Gant an tan-taran eus e fri

Morgezeg en-dro dezhań ken stank

Hag ar geot war lez ar stank

– Darc’h mat ‘ta! Darc’h mat ‘ta! Morvarc’h!

Darc’h war e benn! Darc’h mat ‘ta! Darc’h!

Ken e riskl er gwad an treid nozh !

Gwazh ouzh gwazh! Darc’h ‘ta! Gwazh ouzh gwazh!

Me ‘wel ar gwad betek e c’hlin,

Me ‘wel ar gwad evel ullenn!

Gwazh ouzh gwazh! Darc’h ‘ta! gwazh ouzh gwazh!

Arsaviń a ri ‘benn arc’hoazh

Darc’h mat ‘ta! Darc’h mat ‘ta! Morvac’h!

Darc’h war e benn, darc’h mat ‘ta, darc’h!

Pa oan em bez yen hunet dous

‘Klevis an er ‘gervel en noz,

Eń a c’halve a eredigoů

Ha ‘n holl evned eus an neńvoů;

Hag e lare dre o gervel

– Savit prim war ho tiwaskell!

N’eo ket kig brein chas pe zeńved,

Kig kresten ‘rankomp da gavet!

– Morvran gozh, klev! lavar din-me:

Petra ‘choari ganit aze?

– Penn ar Penn-lu ‘choari ganin,

E zaoulagad ruz a fell din,

E zaoulagad a grapan naet

‘N abeg d’az re en deus tennet.

– Na te, louarn, lavar din-me

Petra c’hoari ganit aze?

– E galon a c’hoari ganin

Oa ken diwir ha ma hini,

He deus droukc’hoantaet da lazhań,

He deus da lazhet a bell ‘zo

– Na te, lavar din-me, touseg!

Petra ‘rez aze ‘korn e veg?

– Me a zo amań ‘n em lakaet

‘C’hortoz e ene da zonet;

Ennon-me ‘vo, tra ‘vin er bed,

E kastiz reizh eus e dorfed

E-keńver ar Barzh na chom ken

Etre Roc’h-Allaz ha Porz-gwenn

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

Chants similaires