Jenovefa Rustefan

Merci au contributeur : Stéphane D.

À propos :

Le château de Rustéphan est un ancien manoir du XVe et du XVIe siècle en ruine, situé dans l’ancienne commune de Nizon, près de

Pont-Aven dans le Finistère

Il a été construit vers 1480 par Jean du Fou, chambellan du roi Louis XI, grand échanson de France.

L’histoire se déroule à Nizon, près de Pont-Aven. Jeune homme, Yannig est attiré par les filles ; mais sa mère lui conseille de les oublier et 

d’aller étudier à Quimper pour devenir prêtre.

Or, la plus jolie fille du lieu, Jenovefa (Geneviève), jette son dévolu sur lui, comme elle l’avait fait sur quatre autres séminaristes, sans 

arriver à les détourner de leur vocation. Malgré ses supplications, elle ne parvient pas non plus à fléchir Yannig Le Flécher

Le jour où il célèbre sa première messe, il ne peut pas la finir, et fond en larmes en pensant à Jenovefa. Celle-ci se jette à ses pieds, et lui 

déclare : « Vous êtes responsable de ma mort »

Monsieur Yann Flécher est maintenant curé de Nizon – et on l’a vu souvent pleurer sur la tombe de Jenovefa

Partager ce chant :

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Paroles :

Jenovefa Rustefan

( Geneviève de Rustéfan ) 

Pa oa paotr Yannig gant e zeñved (bis)

N’en doa ket soñj da vezañ beleget (bis)

– Ne vin, avat, beleg na manac’h (bis)

Lakaet em eus ma spered er plac’h (bis)

Pa zeuas e vamm ha lâras dezhañ :

– Te zo ur paotr fin, ma mab Yann

Lez al loened-se, ha deus d’ar gêr

Evit monet da skol da Gemper

‘Vit mont da skol da vezañ beleget

Ha lavar kenavo d’ar merc’hed

Bravañ merc’hed a oa er vro-se

Merch’ed aotrou an Faou a-neuze

Bravañ merc’hed a save o fenn

Voe merc’hed an Faou war an dachenn

I a daole sked dreist ar merc’hed

Evel ma ra’l loar dreist ar stered

Ha gante peb a inkane gwenn

O tont d’ar pardon da Bont-Aven

O tont d’ar pardon da Bont-Aven

A grene an douar hag ar vein

Gante peb a vrozh c’hlas a seizenn

Ha karkanioù aour war o c’herc’henn

Ar yaouankañ, hounnezh ar vravañ

Yannig Kervlez a gar, a glevan

– Pevar mignon kloareg am eus bet

Hag o-fevar emañ int beleget

Yannig ar Flecher, an diwezhañ,

A laka va c’halon da rannañ

Pa oa Yannig o vont d’an urzhoù

Jenovefa oa war he zreujoù

Jenovefa oa war he zreujoù

Hag a c’hwrie-hi dantelezoù

Hag o brode gant neudenn arc’hant

Da c’holeiñ ur c’halir e vent koant

– Yannig ar Flecher, ouzhin sentet

Da gemer an urzhoù na it ket

Da gemer an urzhoù na it ket

En abeg d’an amzer dremenet

– Distreiñ d’ar gêr me ne c’hallan ket

Pe vin anvet ar gaouier touet

– N’oc’h eus eta koun eus an holl draoù

A zo bet lâret warnomp hon-daou

Kollet oc’h eus eta ar walenn

‘M eus roet deoc’h e-kreiz an abadenn

– Ho kwalenn aour n’am eus ket kollet

Doue ‘n eus hi diganin tennet

– Yannig ar Flecher, distroet en-dro

Ha me ‘roio deoc’h va holl vadoù

Yannig, va mignon, distroet en-dro

Ha me ‘yelo d’hoc’h heul e peb bro

Ha me ‘gemero boteier koad

Ha me ‘yey ganeoc’h da labourat

Ma na sentet ket ouzh va goulenn

Degasit din-me ar groaz-nouenn

– Siwazh ! hoc’h heuliañ ne c’hallan ket

Rak a-berzh Doue on chadennet

Rak gant dorn Doue ez on dalc’het

Ha d’an urzhoù eo ret din monet

Hag o tont en-dro eus a Gemper

E teuas adarre d’ar maner

– Eurvad, aotrou maner Rustefan,

Eurvad deoc’h holl dud, bras ha bihan

Eurvad ha joa deoc’h, bihan ha bras

Muioc’h evit zo ganin, siwazh !

Me zo deuet d’ho pediñ, d’an deiz

Da zonet d’an oferenn nevez

– Ya ! d’hoc’h oferenn ni a yelo

Kentañ ‘brofo er plad, me a vo

Me a brofo er plad ugent skoed

Hag ho maeronez, va itron, dek ;

Hag ho maeronez a brofo dek,

Da reiñ enor deoc’h, aotrou beleg

Pa oan digouet e-tal Penn-al-Lenn

O vonet ivez d’an oferenn

E welis kalz a dud o redek

Hag i en un estlamm bras-meurbet

– Na c’hwi, gwregig kozh, din lavaret,

Nag an oferenn zo echuet ?

– An oferenn a zo deraouet

Hogen he echuiñ n’en deus ket gallet

He echuiñ n’en deus ket gallet

Gouelañ da Jenovefa ‘n eus graet

Ha tri levr bras en deus treuzet, ‘vat,

Gant an daeroù eus e zaoulagad

Ken a zeuas ar plac’h o redek

Ha gouezhas da zaoulin ar beleg

« En anv Doue, Yann, distroet en-dro,

C’hwi zo kiriek, kiriek d’am marv »

An aotrou Yann Flecher a zo person

Person eo bremañ, e bourc’h Nizon

Ha me am eus savet ar werzh-mañ

M’eus hen gwelet meur ‘wech oc’h ouelañ

Meur ‘wech ‘m eus hen gwelet oc’h ouelañ

Tostik-tost da vez Jenove

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

Chants similaires