Kêr Iz hag ar Roue Gralon

Merci au contributeur : Emilie G

À propos :

Qui ne connait la légende de Ker Ys (« ville d’Ys »), l’Atlantide bretonne ? L’histoire dit qu’elle fut engloutie pour punir Dahut, la fille du roi 

Gralon, de ses péchés. Jean-Marie Déguignet nous raconte dans ses mémoires qu’on lui acheta une version imprimée de la complainte 

de Ker Ys, sans doute sous forme de feuille volante, alors qu’il était jeune vacher dans une ferme de Kerfeunteun dans les années 1851-

1854.

Cette gwerz de 196 vers fut composée par un jeune Morlaisien, Olivier Souêtre, de 19 ans et éditée en 1850 en recueil de poésie et en 

feuilles volantes. Le ton de la complainte ont trompé à l’époque plus d’un qui ont cru à une version très ancienne de la légende.

On s’attachera ci-dessous à comparer la présentation de la gwerz faite par Déguignet avec le texte d’origine, et évoquer également les 

figures qu’étaient les marchandes de chansons dans les foires et pardons.

Partager ce chant :

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Paroles :

Kêr Iz hag ar Roue Gralon

( La ville d’Ys et le roi Gralon ) 

I- 

Petra zo nevez e Kęr-Iz

Mard eo ken foll ar yaouankiz

Mar klevan-me ar biniou,

Ar vombard hag an telennoů ?

N’eus e Kęr-Iz netra nevez,

An ebatoů-mań vez bemdez;

N’eus e Kęr-Iz nemet traoů kozh,

Rak ar festoů-mań vez bemnoz.

Bodennoů drez zo diwanet

E dor an ilizoů prennet,

Ha, war ar baourien o ouelań,

Ec’h iser ar chas d’o drailhań.

Da c’hwezek vloaz, an holl verc’hed

N’o deus Doue, met ar pec’hed;

Ha, da ober e gurunenn,

E roont o c’haerań rozenn.

Ahez, merc’h ar Roue Gralon,

Tan an ifern en he c’halon,

Er penn kentań eus an diroll,

A drein d’he heul ar gęr da goll.

Sant Gwenole, gant kalonad,

Zo bet meur wech o kaout he zad,

Ha, gant daeloů, an den Doue

En deus lavaret d’ar Roue:

« Gralon, Gralon, laka evezh

En dizurzhioů a ren Ahez:

Rak tremenet vo an amzer

Pa skuilho Doue e gounner !

El lec’h ma oa c’hoarzhadeg kent,

E vo neuze skrignadeg dent,

El lec’h ma oa kanaouennoů

E vo klevet skrijadennoů ! »

Ha ar Roue kozh, spouronet,

E verc’h en deveus kelennet:

Met, diskaret dre ar gozhni,

N’eus mui a nerzh da stourm outi.

Ha, skuizh gant rebechoů he zad,

Evit mont diouzh e zaoulagad,

He deus graet, gant drouksperejoů,

Ur palez kaer tost d’ar skluzioů.

Eno, gant hec’h amourouzien,

Emań fenoz an abadenn,

Eno, en aour har er perlez,

Evel an heol e par Ahčs…

II-

« Plijadur deoc’h er palez-mań,

Merc’hed jentil ha paotred skańv,

Plijadur deoc’h ha nozvezh grenn »

Eme ur prińs, en ur antren.

Ar Prińs a zouge dilhad ruz,

E varv a oa hir ha du,

E holl izili a verve

Hag e zaoulagad a zeve.

« Ra viot deuet mat, estrańjour »,

Eme Ahez, gant ur beg flour,

« Ya, ra viot deuet ar gwellań

Mar an’vezit an traoů fallań. »

« Neuze me ‘m bo degemer mat »,

A respontas an divroad:

« Rak me er fall zo ken desket

Hag an hini ‘neus e grouet. »

Ha kerkent Ahez d’e bediń

Da ober un dro zańs ganti,

Hag an holl, a-enep Doue,

Gwashań ma c’hallent a doue.

Pa oa d’an abadenn-se fin

Dańser Ahez, en ur c’hoarzhin,

Hag en ur sevel e zivskoaz

A lavaras : « N’ouzoc’h netra ! »

« Kerc’hit din-me eus a Gęr-Iz

Veseilhou santel an iliz;

Kerc’hit kroaz ar C’hrusifiet

Un osti sakr hag e welfet ! »

Ahez a respontas timat:

« Kavet ‘vint e iliz va zad;

Rak va zad diot c’hoazh a gred

En tromper-se a Nazared !… »

Tri a redas e berr-amzer

Hag a ziskaras an aoter,

Hag an traoů sakr ‘voe douget

Etre o daouarn milliget.

Ar Prińs ruz, raktal m’o gwelas,

A greiz e galon a c’hoarzhas

Hag e lavaras, joa ennań:

« Plijadur deoc’h er palez-mań ! »

Da gentań, a daolioů botoů,

E vruzhunas ar veseilhou.

Goude ‘flastras ar grusifi

Hag e krańchas war an osti !

Ha warno, gant an holl en noazh,

En ur ganań : « Mallozh d’ar groaz ! »

‘Reas, e seizh stumm disheńvel,

Dańsoů ar Seizh Pec’hed Marvel.

Kerkent ar palez a grenas

Hag ar c’hurunoů a strakas,

Hag a-dreuz o selloů nec’het

E skoas tan glas al luc’hed.

« Na c’hwi ‘wel », eme ar Prińs Ruz,

« Me laka Doue war e du… »

Hag e lavarent gant glac’har:

« Ahez he deus kavet he far ! »

III- 

Pa oa fin d’ar sakrilejoů,

Mesajer an drouksperejoů

Chomet e-unan er palez

A dostaas da gaout Ahez:

« Va dousig koant, merc’h da C’hralon,

Ha muiań-karet va c’halon,

Ha n’hallfen-me ket e neb giz

Gwelet alc’houez skluzioů kęr Iz ? »

« – Va zad a zoug en e gerc’henn

Un alc’houez aour diouzh ur chadenn.

Va zad bremań a zo kousket

Ha kaout an alc’houez n’hallan ket. »

Mes eń d’he zreid en em strinkas

Ha d’he dornig flour a bokas

Hag he dallas dre e selloů

Karget a dan hag a zaeloů.

IV- 

Hep gou’t ar pezh a dremene

Neuze, ur pennad ac’hane,

En e balez, ar Roue kozh

A oa kousket e-kreiz an noz.

Kambr paour Gralon ne oa enni,

Netra nemet ur grusifi

Deuet a zorn ur mignon ker,

Sant Kaourintin, Eskob Kemper.

Netra nemet un Aviel

Roet c’hoazh gant un den santel

Roet dezhań gant Gwenole

Evel ur merk a garantez.

Kaer en e gozhni, ‘vel un Ael,

E kouske Roue Breizh-Izel,

Hag en-dro d’e dal, e vlev gwenn

A rae, dispak, ur gurunenn.

Neuze, Ahez, ar Brińsez fall

Evel pa vije skoet dall

En e gambr, hep aon rak Doue,

A deu da laerezh an alc’houez.

‘N ur vale skańv, war beg he zroad,

E tosta ar verc’h ouzh he zad,

Ha goustadik, deus e gerc’henn,

E tenn, hep c’hoarzhin, ar chadenn.

V- 

Piv zo ‘tont du-hont gant ar ru,

Pignet war un inkane du,

Hag eń d’an daoulamm war e gein,

Ken na strink an tan diouzh ar vein ?

Hennezh eo mesajer Doue

Degaset en Iz d’ar Roue;

Hennezh eo abostol ar Feiz,

Sant Wenole, karet e Breizh.

Tostaat a ra ‘n ur c’haloupat

En e zorn dehou e vazh Abad,

Har ur stol aour war e sae wenn

Hag ur c’helc’h tan en-dro d’e benn.

Setu-eń ‘tal dor ar palez

E-lec’h ‘mań kousket tad Ahez.

Diwar e varc’h, an den santel

A c’halv, en nozh, a vouez uhel:

« Gralon, Gralon, sav hep dale,

Sav evit heuliań Gwenole,

Sav evit tec’het raok ar mor:

Skluzioů Kęr Iz a zo digor ! »

Hag ar Roue kozh, trubuilhet,

Er-maez e wele zo sailhet:

« Din-me, din-me, va marc’h primań !

Siwazh! Peurgollet ar gęr-mań ! »

Ha gant glac’har, e berr-amzer,

E kerzh da heul e vignon ker,

Ha war o lerc’h, en ur yudal,

E klevont ar mor o ruilhal.

Neuze ar Brińsez dirollet

Hec’h amourous ganti kollet

Dre Gęr-Iz, a-gleiz hag a-zehou,

A rede, dispaket he blev.

Mes pa glev daoulamm ar c’hezeg

A-raok ar mor o tiredek,

Dre al luc’hed, gant nec’hamant,

E an’vez he zad hag ar Sant.

« Va zad, va zad, mar am c’harit,

War ho marc’h skańv va c’hemerit »

Hag hep respont, an tad tener

A zav e verc’h war an talier.

Kerkent ar mor a vuana

Ha Gwenole, en ur grenań,

A gri : « Gralon, taol an dioul-se

Diwar dalier da inkane ! »

Koulkoude c’hoazh, leun a enkrez,

An tad a zalc’h ar bec’herez;

Mes ar sant a ra sin ar groaz

A zeu hag a sko gant e vazh.

Kerkent mestrez an droukspered

A ruilh er mor bras fuloret,

Hag e klev tost ar Roue kozh

Ur c’hoarzh skiltrus e-kreiz an noz.

Mes, rentet skańvoc’h, hep dale,

E sailh prim da heul Gwenole

Hag e varc’h, gleb e beder c’har,

A lamm eus ar mor d’an douar.

Bremań aet da Vari Vorgan,

Ahez, ouzh skeud al loar, a gan,

A gan hag, en ur vousc’hoarzhin,

A grib er mor he blev bezhin.

VI- 

Da sav-heol, ar Sant ha Gralon

A bigne war lein Menez-C’hom,

A zo e dreid e-barzh en traezh,

Hag a sell ouzh Douarnenez.

Ac’hane, Roue Breizh-Izel

War e lerc’h a daolas ur sell;

Mes, e-lec’h Iz, gant he dek dor,

Ne welas mui nemet ar mor.

« Ur gęr am boa eus ar gaerań,

Ha setu-hi aet da netra !… »

Hag e galon holl a frailhas

Hag e zaoulagad a ouelas.

« Gralon, Gralon », ‘me Gwenole,

« Gralon, d’an daoulin ganin-me. »

Ha Gralon, dindan e c’hlac’har,

Gouezhas d’an daoulin d’an douar.

Hag eno, dispak e vlev gwenn,

Hag e dal stouet er boultrenn,

E lavare c’hoazh ar Roue:

« Ra vo graet bolontez Doue ! »

Pa savas diwar e zaoulin

Dindan tan flamm heol ar mintin

E welas, a-dreuz e zaeloů,

O lugerniń Maen Ruz ar Gouloů.

War ar maen-se, hon tadoů-kozh

A skuilhe gwad d’un Doue faos

Hag ar Roue, e berr-amzer,

A lavaras d’e vignon ker:

« Du-hont, en eńvor a Gęr-Iz,

Me ‘savo d’ar feiz un iliz,

Hag evit testeniń d’an holl

M’hec’h anvo Iliz Rumengol.

Rak war daol-wenn ruz Tentalez

Ma lakay da ren ar Werc’hez

Ha bep bloaz, en enor d’ar groaz,

E rin ober un pardon bras.

Eno an holl dud aflijet

A gavo d’o foanioů remed

Ha silvidigezh d’o ene,

Dre c’hras Mari, gwir vamm Doue.

Pa vo an doueoů marv

Ha kouezhet meur a goad derv

Un deiz, diouzh ar pevar avel,

E teuio di pobl Breizh-Izel.

Neuze, ma vez sońj eus Gralon,

E vo lavaret a galon:

Bras ar burzhudoů a zo bet

E-barzh an amzer dremenet ! »

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

Chants similaires