Kimiad ar soudard yaouank

Nom de l’auteur : Elise P

À propos :

L’adieu du jeune soldat, qui part pour l’armée en quittant sa Bretagne pour sept ans et, pense-t-il, pour toujours.

C’était le sort de nombreux Bretons au XIXème siècle, qui ne parlaient pas français et se retrouvaient dans des garnisons de l’Est de la 

France.

Le conscrit dit adieu à ses parents, à sa bien-aimée Marie, à son ami Yannig. 

Comme une plante créée pour un pays, il sent qu’il va se faner et mourir, aussitôt qu’il sera au loin.

Partager ce chant :

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Paroles :

Kimiad ar soudard yaouank

( L’adieu du jeune conscrit )

Ma c’halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezioů

Ma daoulagad entanet n’o deus mui a zaeloů

Deut eo, siwazh ! an devezh ma rankan dilezel

Lec’h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breiz-Izel !

Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn,

Tachenn c’hlaz war behini, bugel, e c’hoarien ;

Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere

E-pad tommder an hańvoů e kousken da greisteiz

Keno ! keno mamm ha tad, bremań n’esperit mui

E chomfe ho mab karet da harpań ho kozhni

Evit gounit deoc’h bara, ‘vel m’hoc’h eus graet dezhań

Al lezenn zo didruez, ho kuitaat a renkan

Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu leńvań

Pa zeui ma c’hi ankeniet en-dro deoc’h da ruzań

Pa welfot,war an oaled, ma skabellig c’houllo

Hag ar c’hevnid o steuiń war ma fenn-bazh derv

Keno ! bered ar barrez, douaroů binniget,

Pere a guzh ma c’herent gant ar Zalver galvet ;

Da ouel an Anaon klemmus, n’in mui war ho pezioů

Da skuilhań dour binniget mesket gant ma daeloů

Keno ! ma muiań-karet, ma dousig koant Mari

Ur blanedenn digar a zeu d’hon glac’hariń

Eürusted ha levenez skedus zo tremenet

‘Vel en oabl ar goumoulenn gant an avel kaset

Na welin mui da lagad ker lemm ha ker laouen

O virviń gant plijadur, e ti pa erruen,

Da zornig gwenn ken mibin o treiń ar c’harr e dro

Da vouezh flour mui na glevin o kanań va gwerzoů

Pa oamp er c’hatekismoů, hon-daou c’hoazh bugale,

Hor c’halonoů diskiant, e kuzh en em gleve

Dirak Gwerc’hez ar c’hroaz-hent, nag a wech he touejomp

Na erruje birviken disparti etrezomp

Yaouank ha dibreder, siwazh ! ne ouiemp ket

Nag ha bet c’hwerventez ar vuhez zo hadet

Evidomp ne oa, neuze, Lezennoů na Roue,

N’anve’emp med ul lezenn, hini ar garantez

Keno ! ma nez-amezeg, Yannig, ma gwir vignon

Kamarad ma c’hoarioů, ma breur dre ar galon

Piv a gemero bremań lod e-barzh ma foanioů ?

Piv a gomzo ganin-me deus ar gęr hag ar vro ?

Hepdon te yelo bremań d’ar parrezioů tostań

Da bigosaat al leurioů ‘barzh el lajoů-dornań

Hepdon te yel da c’hounid maout ar c’hourennadeg

Da chasań war rubannoů e-barzh er varradeg

Keno ! ma c’hazeg velen, skańv evel un heizez

Mistr evel ul logodenn, jentil vel un oanez

N’ez santin ken, dindanon, gant an hast o tripal

Ma daouarn mui ne stagint ar seizenn war da dal

Keno ! ma c’hi kaezh, Mindu, ma leal kamarad,

N’efomp ken, dre ar c’hlizhenn, da glask roudoů ar c’had

Ne glevin ken, er menez, da chilpadenn skiltrus,

War ma dorn mui ne santin da deod garantezus

A-benn un nebeud amzer, kalz a vignoned yen

Barzh er soudard divroet, hep mar, ne sońjfont ket

Mes da galon-te, Mindu, n’eo ket ankouezus

Pell e ri c’hoazh va c’hańvoů, gant da yezhoů klemmus

Keno ‘ta plijadurioů, leurioů-nevez, prejoů,

Nezadegoů, nozvezhoů, foarioů ha pardonioů,

Ebatoů ker birvidik, binioů zard ha sklentin,

Na drido mui va c’halon gant da sonioů lirzhin

Keno kement a garan, keno da virviken !

Pell ouzh a Vreizh me varvo, mantret gant an anken

Vel ur blantenn gizidik, evit ar vro krouet

A renk gweńviń ha mervel, kerkent m’eo divroet

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

Chants similaires