Me zo ganet e-kreiz ar mor

Merci au contributeur : Emilie G

À propos :

Me zo ganet e kreiz ar mor (litt. « Je suis né au-milieu de la mer ») est un poème devenu chanson bretonne traditionnelle.

Le texte est l’œuvre de Jean-Pierre Calloc’h (Yann-Ber Calloc’h dit Bleimor), poète groisillon né sur l’île de Groix en 1888 et fauché par un 

éclat d’obus en 1917. 

Jef Le Penven compose la mélodie, devenue célèbre, interprétée par de très nombreux musiciens. 

Le titre possède plusieurs variantes dont Me zo ganet e kreiz er mor en vannetais et Me zo gañnet é kreiz er mor.

Cette chanson figure sur le recueil « Kanomp Uhel », édité par Coop Breizh

sujet:

Le narrateur décrit le pays d’Arvor où il est né. Il explique que son père est marin comme ses pères et que lui travaille avec sa mère dans 

les champs pour se nourrir. Puis il déclare à sainte Marie que leur bonheur est parti dans un cercueil dormir au champ du deuil. Mais il 

considère que ces pleurs sont vains, qu’il faut être fort pour demain. Son bonheur terrestre effacé, le séminaire, puis l’armée, il a marché 

vers Dieu en réfléchissant à ce qu’il peut lui dire en attendant son jugement.

Partager ce chant :

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Paroles :

Me zo ganet e-kreiz ar mor

( Je suis né au milieu de la mer ) 

Me zo ganet e-kreiz ar mor

Teir leo er-maez ;

Un tiig gwenn du-hont am eus,

Ar banal ‘gresk e-tal an nor

Hag al lann a c’hol’ an avaez.

Me zo ganet e-kreiz ar mor

E bro Arvor.

Ma zad a oa ‘el e dadoų,

Ur martolod ;

Bevet en deus kuzh ha diglod

– Ar paour ne gan den e glodoų –

Bemdez-bemnoz ār ar mor blot.

Ma zad a oa ‘el e dadoų

Stlejour rouedoų.

Ma mamm ivez a labour(a)

– Ha gwenn he bleo –

Ganti ar c’hwez ār hon taloų,

Desket em eus, bihanik tra,

Medi ha tenni avaloų.

Ma mamm ivez a labour(a)

D’ounit bara.

O deizioų mam bugaleerezh

Pand aen, dilu(i)

Gant mamm da redek an irvi

Pe gant ma zad d’ar beskerezh

Men ez oc’h-c’hwi ?

O deizioų mam bugaleerezh

Na dous e oac’h!

C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari,

Ar-dro d’an daol;

Yac’h ha laouen e vevemp holl.

Da Zoue ha deoc’h e tougemp bri.

Bremah ema kemmet an taol.

C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari :

N’omp mui ‘met tri…

Ar Maro ār an nor ‘n deus stoket,

Deuet eo a-barzh :

Hon eurvad zo aet kuit ‘n un arc’h

Er vered parrez da gousket…

Hag ennon e c’hanas ur barzh.

Maro ār an nor ‘n deus stoket…

Ne ouelin ket!

Ne ouelin ket! Re ‘m eus gouelet

Neuze, siwazh!

Ha c’hoant em behe d’ober c’hoazh,

D’ar glac’har zo tro da’m oaled!

Met ret eo bout kreņv e’it arc’hoazh.

Ne ouelin ket! Re ‘m eus gouelet :

Eurioų kollet.

Daroų a zic’hoanag divent

Em eus taolet

En devezhioų-hont ken kalet;

Ra viot benniget ‘elkent,

Rak roet ho peus din ar Gweled!

Daeroų a zic’hoanag divent

Ma amzer gent!…

Ha bremaņ petra ‘lârin-me,

Pa oarit holl?

Ma eurvad douarel aet da goll,

Bet on er c’hloerdi, en arme,

Baleet ‘m eus e-dan Ho Heol.

Ha bremaņ petra ‘lârin-me

Dirak man Doue ?

Petra ‘lârin Deoc’h, o Doue strizh,

Mor madelezh?

Ar baourentez zo c’hwerv he laezh;

Ar bleuņv disec’het ‘c’houlenn gwlizh;

An douar-maņ zo lous he follezh.

Petra ‘lârin Deoc’h, o Doue strizh,

‘Met ez on skuizh!

Deuet on davedoc’h arselin;

Doc’h Hoc’h aoter

E klaskan dibun ma fater :

Sklaerderait-me hag e welin,

Komzit, ma taņvain Ho touster.

Deuet on davedoc’h arselin

Ar man daoulin…

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

Chants similaires