Marv Pontkalleg

Merci au contributeur : Emilie G

PAROLES

Marv Pontkalleg

( La mort de Pontcalec ) 

Ur werzenn nevez zo savet

Traitour, ah! mallozh dit ‘ta ! (bis)

War markiz Pontkalleg eo graet

Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit

Traitour, ah! mallozh dit ‘ta

War markiz yaouank Pontkalleg, Traitour…

Ker koant, ken drant, ker kalonek !

Traitour, ah! Mallozh dit…

Mignon a oa d’ar Vretoned

Abalamour anezho oa deuet

Abalamour anezho oa deuet

Hag etrezo oa bet maget

Mignon a oa d’ar Vretoned

D’ar vourc’hizien ne lâran ket

D’ar vourc’hizien ne lâran ket

A zo a-du ar C’hallaoued

A zo atav ‘klask gwaskań re

N’o deus na madoů na leve

Nemet poan o divrec’h, noz-deiz,

Evit magań o mammou dehe

Lakaet en devoa en e benn

Disammań deomp-ni hor c’hordenn

Gwarizi-tag d’ar vourc’hizien

O klask an tu e’it hen dibenn

– Aotrou Markiz, aet da guzhet,

An tu a zo gante kavet !

II

Pellik zo emań dianket ;

Evit e glask, n’e gaver ket

Ur paour eus kęr, o klask e voued,

Hennezh en deus hen diskuliet

Ur c’houer n’her defe ket graet

Pa vije roet de’hań pemp kant skoed

Gouel Maria ‘n Eost, deiz evit deiz,

An dragoned oa war vale :

« Lâret-hu din-me, dragoned,

O klask ar Markiz emaoc’h bet ?

– O klask ar Markiz emaomp bet

Daoust penaos emań-eń gwisket ?

– Er c’hiz diwar-maez ‘mań gwisket,

Glas e vorled hag eń bordet

Glas e jak, ha gwenn e chupenn ;

Bodroů ler ha bragoů lien

Un togig plouz neudennet-ruz

War e skoaz, ur pennad blev-du

Ur gouriz-ler, div bistolenn,

Hag hi a Vro-Spagn, a-zaou denn

Gantań dilhad pilhoů-huan,

Gant unan alaouret dindan

« Mar fell deoc’h-hu reiń din tri skoed

Me a roy deoc’h-hu e gavet

– Tri gwenneg zoken na roimp ket,

Taolioů sabren ne lâromp ket

Ne roimp ket zoken pemp gwenneg

Ha te reiń deomp kaout Pontkalleg

– Dragoned ker, en an’ Doue !

Na it ket d’ober droug din-me !

Na it ket d’ober droug din-me

Ho heńchań raktal e rin-me

‘Mań-eń du-se, er sal, ouzh taol,

O leinań gant person Lignol »

III

« Aotrou Markiz, tec’het, tec’het !

Me wel erru an dragoned

Me wel an dragoned erru

Sternoů lugernus, dilhad ruz

– Me na gredan ket em c’halon

E krogfe ennon un dragon

Ne gredan ket ‘vez deut ar c’hiz

Ma krog an dragon er Markiz »

Oa ket e gomz peurachuet

Tre ‘barzh ar sal o deus lammet

Hag eń da beg ‘n e bistolenn :

« Neb a dost ouzhin ‘n defo ‘n tenn ! »

Ar person kozh, dal m’her gwelas,

Dirak ar markiz ‘n em strinkas :

« En anv Doue, ho Salvez,

Na dennet ket, ma Aotrou ker ! »

Pa glevas anv hor Salver

En deus gouzańvet gant douster

Anv hor Salver pa glevas

Daoust d’e spered eń a ouelas

Rez e galon strakas e zent

Ken a droc’has, sonn : « Deomp d’an hent ! »

A-dreuz parrez Lignol pa ae

Ar gouer paour a lavare,

Lâret a rae al Lignoliz :

« Pec’hed eo eren ar markiz ! »

Pa ae e-biou parrez Berne

Digoue’t ur frapad bugale :

« Mad-deo’ch, mad-deoc’h, Aotrou Markiz !

Ni ya d’ar vourc’h, d’ar c’hatekiz

– Kenavo, bugaligoů vat,

N’ho kwelo mui ma daoulagad

– Da belec’h it eta, Aotrou ;

Ha dont na reot souden en-dro ?

– Me na ouzon ket, Doue ‘r goar ;

Bugale baour, me zo war var »

O cherisań en defe graet

Panevet e zaouarn ereet

Kriz vije ‘r galon na ranne

Re ‘n dragoned zoken a rae

Paotred-a-vrezel, koulskoude,

O deus kalonoů kriz enne

Ha pa oa digoue’t e Naoned

E oa barnet ha kondaonet

Kondaonet, naren d’an tud-par,

Nemet tud koue’et diouzh lost ar c’harr

Da Bontkalleg ‘deus int lâret :

« Aotrou Markiz, petra ‘peus graet ?

– Pezh a oa dleet din da ober

Ha graet-hu ivez ho micher ! »

IV

D’ar sul kentań pask, hevlene,

Oa kaset kannad da Verne

« Yec’hed mat deoc’h-holl, er gęr-mań,

Pelec’h ‘mań ar person dre-mań ?

– ‘Mań o lâret e oferenn,

‘Mań o vonet gant ar bregenn »

Pa oa o vonet d’ar gador,

Oa roet de’hań ul li’her el levr

Ne oa ket gouest evit e lenn

Gant an daeloů dimeus e benn :

« Petra zo c’hoarvet a nevez

Pa ouel ar person er c’hiz-se ?

– Gouelań a ran, ma bugale,

War pezh a refac’h-c’hwi ivez

Marv, peorien, neb ho mage,

Neb ho kwiske, neb ho harpe,

Marv an hini ho kare,

Berneviz, koulz eveldon-me

Marv neb a gare e vro

Hag her reas betek ar marv

Marv da zaou vloaz warn-ugent

‘Vel ar verzherien hag ar sent

Doue, ho pet outań truez !

Marv eo ‘n Aotrou ! Marv eo ma mouezh ! »

Partagez ce chant : 

Partager sur facebook
Facebook
Partager sur twitter
Twitter
Partager sur pinterest
Pinterest
Partager sur linkedin
LinkedIn

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

Les plus vus

Debout les gars
Dans les Hussards
Prière scoute
La Blanche Hermine

Faire une autre recherche

Je veux recevoir les nouveaux chants dans mes emails

Je m'inscris à la newsletter

Aucun spam, juste des chants

À propos :

Marv Pontkalleg (La Mort de Pontcallec) est une gwerz traditionnelle, présente notamment dans le Barzaz Breiz, recueil de chants 

traditionnels bretons collectés au XIXème siècle par Hersart de la Villemarqué, dans le pays de Cornouaille (chant XLVI).

La mort du marquis de Pontcallec, à la suite d’une conspiration visant le royaume, est un fait parfaitement authentique, déformé par de 

nombreux narrateurs dont La Villemarqué, qui en fait l’apologie de la noblesse militante et vaillante de son pays, qui s’oppose à la 

bourgeoisie.

Cette chanson fait partie des « classiques » de la musique bretonne avec nombre d’interprétations connues : Gilles Servat, Tri Yann, Alan 

Stivell…