D/ O sant Ildud, patron karet,
Hirio laouen, ni holl ho ped :
Dalc’hit atao en hon touez
Ar feiz divrall, ar garantez.
1 – E Breizh-Veur, en tu all d’ar mor,
E teu er bed ‘kreiz an enor
Eus gwad tadoù karet e Breizh
‘Pa zigore hor bro d’ar feiz.
2 – E-kreiz e nerzh, e-barzh e vrud,
Eo galvet gant sant Ildud
Evit hentañ e genvroiz
War-zu skêrijenn gaer ar feiz.
3 – E santelezh ‘oa ken skedus,
E galon ken madelezhus,
Ma c’hounezas kalz yaouankiz
Ra vezo enor an Iliz.
4 – Ar manati savet gantañ
A oa d’ar vro ‘vel un tour-tan
Hag a daolo war holl Breizhiz
Sklêrijenn lugernus ar feiz.
5 – O sant Ildud, sant galloudus,
C’hwi a zalc’h tost da dron Jezuz
Grit ma c’hellimp, dre ho pennozh
Mont eveldoc’h d’ar baradoz.
Ajouté à la base le 1 septembre 2023
Par : L'équipe CANTO
Cantique du pardon de Loc-iIdud. (incomplet)
Air : refrain de «me zo kristén » ou « iliz Plouzaniel »
Canto est notre trésor commun, en ligne et collaboratif, à emmener partout avec soi, pour chanter tout le temps !
L’abonnement donne accès à la lecture des partitions à leur téléchargement en format PDF, au téléchargement des carnets de chants en PDF ainsi qu’à la lecture en mode hors ligne sur mobile et tablette.